Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Klemmganoù 2:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 He dorojoù a zo sanket en douar, distrujet ha torret en deus ar prennoù. He roue hag he fennoù a zo e-touez ar broadoù, al lezenn n'emañ ken. Ar brofeded zoken n'o deus gweledigezh ebet a-berzh an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Klemmganoù 2:9
27 Referencias Cruzadas  

Mibien Sedesia a voe lazhet dirak e zaoulagad. Neuze e voe toullet e zaoulagad da Sedesia, hag e voe ereet gant chadennoù arem, ha kaset da Vabilon.


E-pad pell eo bet Israel hep an Doue gwirion, hep aberzhour o kelenn, hep lezenn,


Hag e lavarjont din: Ar restad o vezañ achapet eus an harlu a zo aze er proviñs, en ur reuzeudigezh bras hag en dismegañs; mogerioù Jeruzalem a zo diskaret hag he dorojoù a zo bet devet dre an tan.


Ne welomp ken hon arouezioù, n'eus ken a brofed, na den ganeomp hag a oufe betek pegoulz...


Ne chom nemet glac'har e kêr, an nor a gouezh a-dammoù dindan an taolioù.


Hag e lavaras an AOTROU din: Profedet eo ar gaou gant ar brofeded-se em anv. Ne'm eus ket o c'haset, ne'm eus ket roet a garg dezho, ne'm eus ket komzet outo. Gweledigezhioù faos, diouganoù aner ha touelloù eus o c'halon a brofedont deoc'h.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Na selaouit ket ouzh komzoù ar brofeded a zo o profediñ deoc'h! Ho lakaat a reont da zont da vezañ aner, o tisklêriañ gweledigezh o c'halon ha nann eus genoù an AOTROU.


D'an unnekvet bloaz eus Sedesia roue Juda, d'ar pevare miz, d'an navet deiz eus ar miz, un toull-freuz a voe graet da gêr.


Ar Galdeiz a zevas dre an tan ti ar roue ha tiez ar bobl, hag e tiskarjont mogerioù Jeruzalem.


Tud kreñv Babilon o deus paouezet da stourm hag en em zalc'hont er c'hreñvlec'hioù, o nerzh a zo aet da netra, deuet int evel maouezed, devet eo he ziez, hag he frennoù a zo torret.


Hag holl arme ar Galdeiz, a oa gant penn ar warded, a ziskaras an holl vogerioù a oa en-dro da Jeruzalem.


Juda a zo bet harluet, er glac'har eo hag en ur sklavelezh bras. Emañ o chom e-touez ar broadoù ha ne gav diskuizh ebet. E holl heskinerien o deus e dapet en enkrez.


Youc'hal a raed dezho: En em dennit! Dic'hlan! En em dennit, en em dennit! Na stokit ket! War dec'h, e oant o kerzhout amañ hag ahont, hag e veze lavaret e-touez ar broadoù: N'o devo ken chomlec'h ebet.


C'hwezh hor fri, olevad an AOTROU, a zo bet tapet en o foulloù, hag e lavaremp diwar e benn: En e skeud e vevimp e-touez ar broadoù.


Astenn rin va roued warnañ, paket e vo em lasoù, kas a rin anezhañ da Vabilon e vro ar Galdeiz, met ne welo ket anezhi, hag e varvo eno.


Astenn a rin va roued warnañ, tapet e vo em antell, hag en kasin da Vabilon, e-lec'h ma varnin anezhañ evit ar pec'hedoù en deus graet em c'heñver.


Gwalleur war walleur a zeuio, hag e vo brud war vrud. Goulenn a raint ur weledigezh digant ar profed, met al lezenn a vo kollet gant an aberzhourien, hag ar c'huzul gant an henaourien.


Ar c'hleze a gouezho war o c'hêrioù, a zistrujo o difennerien hag a lonko anezho, en abeg d'o mennozhioù.


Rak mibien Israel a chomo e-pad kalz a zeizioù hep roue hag hep penn-bras, hep aberzh hag hep peul, hep efod hag hep terafim.


Terriñ a rin prenn Damask, hag e tistrujin tud Bikad-Aven hag an hini a zalc'h ar vazh-roue e Bet-Eden. Hag e vo harluet evel sklaved pobl Siria betek Kir, eme an AOTROU.


An AOTROU a raio dit kerzhout, gant da roue az po lakaet warnout, etrezek ur bobl na'z po ket anavezet, na te na da dadoù, hag e serviji eno doueoù all, koad ha maen.


Evel m'en doa an AOTROU plijadur oc'h ober vad deoc'h hag o kreskiñ ac'hanoc'h, evel-se en devo an AOTROU plijadur o koll ac'hanoc'h hag o tistrujañ ac'hanoc'h, hag e viot tennet eus ar vro ez i d'he ferc'hennañ.


Saül a c'houlennatas an AOTROU , met an AOTROU ne respontas ket dezhañ na dre huñvreoù na dre an urim na dre ar brofeded.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos