Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Klemmganoù 2:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 An Aotrou en deus kasaet e aoter hag taolet kuit e santual. Lakaet en deus mogerioù e balezioù en daouarn an enebour. Graet o deus trouz e ti an AOTROU, evel d'un deiz gouel.

Ver Capítulo Copiar




Klemmganoù 2:7
31 Referencias Cruzadas  

Deviñ a reas ti an AOTROU, ti ar roue hag holl diez Jeruzalem. An holl diez bras a voe devet dre an tan.


Hag e tevjont ti Doue, hag e tiskarjont mogerioù Jeruzalem; hec'h holl balezioù a voe devet dre an tan, hag hec'h holl draoù prizius a voe distrujet.


Met ec'h eus distaolet ha disprizet, kounnaret out bet a-enep da Olevad.


AOTROU, na gounnar ket, na zalc'h ket soñj da viken eus hon direizhder. Setu, sell, da bobl ez omp holl.


Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Setu ez an da zistreiñ an armoù brezel a zo en ho taouarn, ma stourmit ganto en diavaez ar mogerioù a-enep roue Babilon hag ar Galdeiz a seziz ac'hanoc'h, hag e tastumin anezho e-kreiz ar gêr-mañ.


Mika ar Morastad a brofedas en deizioù Ezekiaz roue Juda, hag a gomzas da holl bobl Juda o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Sion a vo aret evel ur park, Jeruzalem a vo troet en ur bern distruj, menez an templ e lec'hioù uhel ur goadeg.


me a lakaio an ti-mañ evel Silo, hag e rin eus ar gêr-mañ ur vallozh evit holl vroadoù an douar.


Ar Galdeiz hag a ra brezel ouzh ar gêr-mañ a zeuio tre, hag e lakaint an tan er gêr-mañ, hag e tevint anezhi, gant an tiez ma veze kinniget ezañs war o zoennoù da Vaal, ha ma veze graet sparfadurioù da zoueoù all evit va c'hounnariñ.


Ar Galdeiz a zevas dre an tan ti ar roue ha tiez ar bobl, hag e tiskarjont mogerioù Jeruzalem.


Sellout a ran, ha setu ar C'harmel a zo ur gouelec'h, hag e holl gêrioù a zo distrujet dirak an AOTROU, dirak e gounnar entanet.


Evel-henn e komz an AOTROU: An holl vro a vo nemet drasterezh, met ne gasin ket an distruj da benn.


Selaouit mouezh ar re a dec'h hag a ya kuit eus bro Vabilon, evit embann e Sion veñjañs an AOTROU hon Doue, veñjañs e dempl.


Deviñ a reas ti an AOTROU, ti ar roue hag holl diez Jeruzalem. An holl diez bras a voe devet dre an tan.


Hentoù Sion a zo e kañv, rak den ne zeu ken d'ar gouelioù. Hec’h holl zorojoù a zo didud, hec'h aberzhourien a huanad. He gwerc'hezed a zo glac’haret, hag hi a zo leuniet a c'hwervoni.


Penaos en deus an AOTROU en e gounnar goloet gant ur goumoulenn merc'h Sion? Taolet en deus eus an neñvoù d'an douar splannder Israel. Da zeiz e gounnar n'en deus ket bet soñj eus skabell e dreid.


An Aotrou a zo bet evel un enebour. Lonket en deus Israel, lonket e holl balezioù, distrujet e holl greñvlec'hioù. Liesaet en deus e ti merc'h Juda an huanadoù hag ar c'hlemmoù.


Lavar da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, emaon o vont da zisakrañ va santual, lorc'h ho kalloud, plijadur ho taoulagad, ar pezh a gar hoc'h eneoù. Hag ho mibien hag ho merc'hed hoc'h eus lezet a gouezho dre ar c'hleze.


Me a lakaio da zont an droukañ eus ar broadoù, hag e tiberc'hennint o ziez, hag e lakain da baouez lorc'h ar re c'halloudek, hag e vo saotret o lec'hioù santel.


Lakaat a rin ho kêrioù didud, distrujañ a rin ho santualioù ha ne ruflin ken c’hwezh hoc’h ezañs,


En desped da-se, pa vint e bro o enebourien, ne daolin ket kuit anezho ha ne’m bo ket euzh outo evit kas anezho holl da get hag evit terriñ va emglev ganto. Me eo an AOTROU o Doue.


Kas a rin e Juda un tan a lonko palezioù Jeruzalem.


Setu perak en abeg deoc'h, Sion a vo troet he douar evel ur park, Jeruzalem a zeuio da vezañ ur bern rivinoù, ha menez an ti ur c'hrec'h goloet a goadeg.


Met Jezuz a lavaras dezho: Ha ne welit ket an holl draoù-se? Me en lavar deoc’h e gwirionez, ne chomo ket anezho amañ maen war vaen na vo diskaret.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos