Setu perak e roin e lod dezhañ e-touez ar re vras. Lodennañ a raio e breizh gant ar re c'halloudek, dre m'en deus roet e ene d'ar marv, dre m'eo bet lakaet e renk an dorfedourien, dre m'en deus douget pec'hedoù kalz a dud, ha dre m'en deus erbedet evit an drougobererien.
Lonkañ a raio da eost ha da vara, lonkañ a raio da vibien ha da verc'hed, lonkañ a raio da zeñved ha da ejened, lonkañ a raio da winienn ha da wezenn-fiez, distrujañ a raio gant ar c'hleze da gêrioù kreñv ma fizies enno.
Hec'h holl bobl a huanad, klask a reont bara. Roet o deus o holl draoù plijus evit boued, evit adkavout o buhez. Gwel, AOTROU, ha sell penaos ez on disprizet!
Nerzhekaat a rin divrec'h roue Babilon, hag e lakain va c'hleze en e zorn, met e torrin divrec'h Faraon, a laosko hirvoudoù dirazañ evel un den gloazet d'ar marv.