Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Klemmganoù 1:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Klevout a reont ac'hanon oc'h huanadiñ, ha nikun na'm frealz. Va holl enebourien o deus klevet va gwalleur hag o deus laouenaet gant ar pezh ac'h eus graet. Kas a ri an deiz, en disklêrii, ma vint heñvel ouzhin.

Ver Capítulo Copiar




Klemmganoù 1:21
37 Referencias Cruzadas  

Ha pa em eus brañsellet, ez int en em vodet laouen, en em vodet int hep ma ouien, o skeiñ ac'hanon, o regiñ ac'hanon hep paouez.


An AOTROU a raio goap anezhañ, rak gwelout a ra e zeiz o tostaat.


Rak ac'hanout-te, AOTROU, on en gortoz. Te a responto, Aotrou va Doue!


An AOTROU en deus torret bazh ar re zrouk, gwialenn ar renerien;


an hini a skoe ouzh ar pobloù gant fulor a daolioù dibaouez, an hini a c'houarne ar pobloù gant kounnar, a zo argaset dizamant.


Koulskoude an holl re a zebr ac'hanout a vo debret, ha da holl enebourien, holl anezho, a yelo d'ar sklavelezh. Ar re a ziwisk ac'hanout a vo diwisket, hag ar re a breizh ac'hanout a vo roet d'ar breizhadeg.


Ha ne oa ket bet Israel ur c'hoapadenn evidout? Daoust hag e oa e-touez al laeron, ma hejez da benn adalek ma komzez dioutañ?


Dre ma oc'h en em laouenaet, dre ma oc'h bet el levenez o tistrujañ va hêrezh, dre ma hoc'h eus lammet evel un annoar er geot ha c'hwirinet evel kezeg,


Youc'hit a-enep dezhi tro-dro, astenn a ra he dorn, he diazezoù a zo kouezhet, he mogerioù a zo diskaret, veñjañs an AOTROU eo. En em veñjit warni, grit dezhi evel m'he deus graet.


Dastumit gant kriadennoù ar waregerien a-enep Babilon. C'hwi holl a antell ar wareg, kampit a-enep dezhi tro-dro, ra ne dec'ho den. Rentit dezhi hervez hec'h oberoù, grit dezhi hervez kement he deus graet, rak eo en em savet gant lorc'h a-enep an AOTROU, a-enep Sant Israel.


Setu em eus droug ouzhit-te, lorc'hus, eme an Aotrou, AOTROU an armeoù, rak da zeiz a zo deuet, an amzer ma'z kastizin.


Hag e roin da Vabilon ha da holl dud Kaldea, dirak ho taoulagad, an holl zroug o deus graet e Sion, eme an AOTROU.


Evel ma he deus lakaet Babilon da gouezhañ gloazidi d'ar marv Israel, evel-se e kouezho e Babilon gloazidi d'ar marv ar vro holl.


En abeg da-se eo e ouelan hag e teuz en dour va lagad. Ar frealzer a c'hellfe dic’hlac’hariñ va ene a zo aet pell diouzhin. Va mibien a zo mantret rak an enebour a zo kreñvoc'h.


A-hed an noz e ouel hag an daeroù a c'holo he divjod. Nikun n'he frealz a-douez an holl re he c'hare. Hec'h holl vignoned o deus he zouellet, deuet int da vezañ hec'h enebourien.


Ra zeuio o holl zrougiezh dirazout. Gra dezho evel m'ec'h eus graet din en abeg da'm holl zisentidigezh. Niverus eo va huanadoù ha dinerzh va c'halon.


Hentoù Sion a zo e kañv, rak den ne zeu ken d'ar gouelioù. Hec’h holl zorojoù a zo didud, hec'h aberzhourien a huanad. He gwerc'hezed a zo glac’haret, hag hi a zo leuniet a c'hwervoni.


Jeruzalem he deus gwall bec'het, setu perak ez eo deuet da vezañ un heug. An holl re hec'h enore a zispriz anezhi, rak gwelet o deus he noazhder. Hi hec'h-unan a hirvoud hag a zistro he fenn.


An holl dremenidi a stlak o daouarn warnout. C'hwitellat a reont, hejañ a reont o fenn war verc'h Jeruzalem. Hag eo hi ar gêr a zo anvet peurvat en he c'haerder, levenez an douar holl?


Da holl enebourien o deus digoret o genoù a-enep dit. C'hwitellat a reont ha skrignal o dent en ur lavarout: He lonket hon eus! Ya, amañ emañ an deiz a c'hortozemp, erru eo, e welout a reomp!


Mab an den, peogwir he deus lavaret Tir a-enep Jeruzalem: A! A! torret eo dor ar pobloù, treiñ a reer etrezek ennon, me en em leunio, gwastet eo,


Engroezioù eo, engroezioù e traonienn ar varn, rak deiz an AOTROU a zo tost e traonienn ar varn.


Grit dezhi evel ma he deus graet deoc’h ha roit dezhi an daougement eus ar pezh he deus graet. En hanaf m’he deus mesket, meskit dezhi an daougement.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos