Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 9:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Bremañ emaomp etre da zaouarn, gra evel ma seblanto dit mat ha reizh ober deomp.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 9:25
12 Referencias Cruzadas  

Abram a respontas da Sarai: Setu, da vatezh a zo etre da zaouarn, gra dezhi evel ma plijo ganit. Sarai a wallgasas anezhi, hag e tec'has kuit azirazi.


Mar lavar evel-henn: Ne gavan ket a blijadur ennout! Setu-me amañ, e raio ouzhin ar pezh a fello dezhañ.


David a respontas da C'had: Me a zo en un enkrez bras. Ra gouezhin bremañ etre daouarn an AOTROU, rak e drugarezioù a zo bras, ha ma ne gouezhin ket etre daouarn an dud.


Penn an ti, penn ar gêr, an henaourien, ha gouarnerien ar vibien a gasas da lavarout da Jehu: Ni a zo da servijerien, hag e raimp kement a lavari deomp. Ne lakaimp den da roue. Gra ar pezh a gavi mat.


Kounnaret e oan a-enep va fobl, disakret em eus va hêrezh, o lakaet em eus etre da zaouarn, ne'c'h eus ket bet truezus en o c'heñver, lakaet ec'h eus da yev da bouezañ pounner war an den kozh,


Evidon-me, setu ez on etre ho taouarn, grit ouzhin evel ma kavot mat ha reizh.


Ar roue Sedesia a lavaras: Setu emañ etre ho taouarn, rak ar roue ne c'hell netra a-enep deoc'h.


Ya, o Tad, kement-se a zo evel-se dre ma ec’h eus e gavet mat.


Ober a reas evel-se dezho, hag e tieubas anezho eus dorn mibien Israel, ha ne voent ket lakaet d'ar marv.


Mibien Israel a lavaras d'an AOTROU: Pec'het hon eus, gra en hor c'heñver evel ma kavi mat, met dieub ac'hanomp hepken hiziv.


Dont a reas da gavout tud Sukkod hag e lavaras: Setu Zebak ha Zalmuna, va dismegañset hoc'h eus diwar o fenn o lavarout: Hag emañ dija palv Zebak ha Zalmuna ez torn, evit ma rofemp bara da'z tud skuizhet?


Samuel eta a zisklêrias dezhañ an holl c'herioù, ha ne guzhas netra outañ. Eli a lavaras: An AOTROU eo, ra raio evel ma kavo mat!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos