Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 9:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 ha kement en deus graet da zaou roue an Amoreaned a oa en tu all d'ar Jordan, da Sihon roue Hesbon, ha da Og roue Basan, a oa en Ashtarod.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 9:10
13 Referencias Cruzadas  

D'ar pevarzekvet bloaz, Kedorlaomer hag ar rouaned a oa gantañ a zeuas hag a bilas ar Refaim en Ashterod-Karnaim, ar Zuzim en Ham, an Emim e Shave-Kiriataim,


Da vibien Gershon, e voe roet eus tiegezhioù an hanter-veuriad Manase, Golan e Basan gant he fabourzioù, Ashtarod gant he fabourzioù,


Moizez a gasas kannaded eus Kadesh da roue Edom: Evel-henn e komz da vreur Israel: Anavezout a rez an holl boanioù a zo deuet warnomp,


goude m'en doe trec'het Sihon, roue an Amoreaned a oa o chom en Hesbon, hag Og, roue Basan a oa o chom en Ashtarod hag en Edrei.


Sihon, roue Hesbon, ne fellas ket dezhañ hol lezel da dremen dre e vro, rak an AOTROU da Zoue en doa kaletaet e spered ha reudet e galon, evit lakaat anezhañ etre da zaouarn, evel m'emañ hiziv.


Douar Og roue Basan, un nemorant eus ar Refaim, a oa o chom en Ashtarod hag en Edrei.


Un hanter eus Galaad, Ashtarod hag Edrei, kêrioù rouantelezh Og e Basan, a voe da vibien Makir mab Manase, d'un hanter eus mibien Makir hervez o ziegezhioù.


Rak klevet hon eus penaos en deus disec'het an AOTROU doureier ar Mor Ruz pa'z oc'h aet kuit eus an Ejipt, hag ar pezh hoc'h eus graet da zaou roue an Amoreaned a oa en tu all d'ar Jordan, e Sihon hag en Og, hag hoc'h eus lakaet da verz.


hag e lavaras dezho: Gouzout a ran en deus roet an AOTROU deoc'h ar vro, ha penaos ar spont dirazoc'h a zo kroget ennomp, ha penaos holl dud ar vro o deus kollet kalon abalamour deoc'h.


Hon henaourien hag holl dud hor bro o deus lavaret deomp: Kemerit ganeoc'h bevañs evit an hent, kit d'o c'havout ha lavarit dezho: Ho servijerien omp! Bremañ, grit un emglev ganeomp.


Hag e lavarjont: Da servijerien a zeu eus ur vro gwall bell, en abeg da anv an AOTROU da Zoue, rak klevet hon eus e vrud ha kement en deus graet en Ejipt,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos