Jozue 7:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
26 Hag e savjont warnañ ur bern mein bras, a zo chomet betek hiziv. An AOTROU a zistroas eus gwrez e gounnar. Setu perak eo anvet al lec'h-se Traonienn Akor betek hiziv.
Kemer a rejont Absalom, hag en taoljont er goadeg en un toull bras, hag e lakajont warnañ ur bern mein bras-meurbet. Holl Israel a dec'has, pep hini d'e deltenn.
Sebeliet e voent gant eskern Saül ha Jonatan e vab, e bro Benjamin, e Zela, e bez Kish tad Saül. Graet e voe kement en doa gourc'hemennet ar roue. Ha goude-se, Doue a voe sioulaet e-keñver ar vro.
Ra en em zalc'ho nemet hor pennoù evit an holl vodadenn, hag an holl re, en hor c'hêrioù, o deus kemeret gwragez estren, a zeuio d'an deiziadoù divizet, gant henaourien ha barnerien pep kêr, ken na vo distroet diouzhimp kounnar entanet hon Doue diwar-benn an afer-se.
Perak e lavarfe an Ejipsianed: O lakaet en deus da vont kuit evit o gwalleur, evit o lazhañ er menezioù, evit o c'huzumiñ diwar-c'horre an douar? Distro eus gwrez da gounnar hag az pez keuz eus an droug a fell dit ober da'z pobl.
Komzit ouzh Jeruzalem hervez he c'halon, ha youc'hit dezhi ez eo echuet hec'h amzer a vrezel, ez eo pardonet he direizhder, hag he deus bet digant dorn an AOTROU div wech ar boan eus he mankoù.
Hag ac'hane e roin dezhi he gwiniennoù ha traonienn Akor, evel un nor a esperañs. Hag e kano eno, evel da zeizioù he yaouankiz, evel en deiz ma pignas eus bro Ejipt.
Rogit ho kalonoù ha nann ho tilhad, distroit d'an AOTROU ho Toue, rak trugarezus ha truezus eo, gorrek da gounnariñ ha pinvidik e madelezh, ha keuz en deus da vezañ kaset glac'har.
hag ez eas war-lerc'h an den eus Israel en e deltenn hag o lazhas o-daou, an den eus Israel hag ar wreg en he mammog. Ar gouli a baouezas diwar mibien Israel.
Ne chomo netra ez torn eus ar pezh a zo lakaet da verz, evit ma tistroio an AOTROU eus gwrez e gounnar, ma raio dit truez, m'en devo trugarez ouzhit ha ma lakaio ac'hanout da greskiñ, evel m'en deus touet da'z tadoù,
pa ec'h eus sentet ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, o virout e holl c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv, hag oc'h ober ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU da Zoue.
Evel ma'z ae an heol da guzh, Jozue a c'hourc'hemennas diskenn anezho digant ar c'hoadoù. Taolet e voent er vougev ma oant en em guzhet; ouzh digor ar vougev e voe lakaet mein bras, hag emaint eno betek hiziv.
Jozue, hag holl Israel gantañ, a gemeras Akan mab Zerak, an arc'hant, ar vantell, an dolzenn aour, e vibien hag e verc'hed, e ejened, e ezen, e zeñved, e deltenn ha kement a oa dezhañ, hag e rejont dezho pignat da draonienn Akor.
Neuze e krougas ouzh ur c'hoad roue Ai betek an noz. Da guzh-heol, Jozue a c'hourc'hemennas ma vije diskennet e gorf diouzh ar c'hoad, hag e voe taolet ouzh toull-dor kêr; hag e voe savet warnañ ur bern mein bras, a zo chomet betek hiziv.