Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 7:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 An hini a vo tapet o kaout eus traoù lakaet da verz a vo devet en tan, eñ a kement a zo dezhañ, rak torret en deus emglev an AOTROU ha graet en deus un euzhusted en Israel.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 7:15
11 Referencias Cruzadas  

Mibien Jakob a zistroas eus ar parkeier pa glevjont kement-se. Ar re-mañ a voe gwall c'hlac'haret ha droug enno eus an dra vezhus en doa graet Sichem da Israel o kousket gant merc'h Jakob, ar pezh ne oa ket d'ober.


Ha me, da belec'h ez in da gas va dismegañs? Ha te a vo evel un den diskiant en Israel. Bremañ eta, mar plij, komz ouzh ar roue, ha ne harzo ket ouzhit da'm c'haout.


Israel en deus pec'het. Torret o deus va emglev am boa gourc'hemennet dezho, kemeret o deus diwar an traoù lakaet da verz, laeret o deus, lavaret o deus gevier, lakaet o deus anezho en o fakadoù.


Jozue a savas beure-mat hag a lakaas Israel da dostaat, hervez e veuriadoù. Meuriad Juda a voe tapet.


Kemer a raimp dek den war gant a-douez holl veuriadoù Israel, kant war vil ha mil war zek mil, a yelo da gerc'hat pourvezioù evit ar bobl, ha pa vint erruet, e vo graet da C'hibea Benjamin hervez ar fallagriezh he deus graet en Israel.


Tud Gibea a zo en em savet a-enep din, kelc'hiet o deus en noz an ti ma oan ennañ, o fellout va lazhañ, gwallet o deus va serc'h, hag eo marvet.


Tapet em eus va serc'h, he lakaet a-dammoù, ha kaset em eus anezho dre holl zouaroù hêrezh Israel, rak graet o deus un torfed hag ur fallagriezh en Israel.


Neuze Saül a lavaras: Pec'het em eus. Distro va mab David, ra ne rin droug ebet dit, pa'z eo bet prizius va buhez dit hiziv. Setu, graet em eus gant follentez, pec'het kalz-meurbet em eus.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos