Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 4:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 evit ma vo kement-se un arouez en ho touez. En amzer da zont, pa c'houlenno ho mibien: Petra eo ar vein-se?

Ver Capítulo Copiar




Jozue 4:6
19 Referencias Cruzadas  

D'ar mestr-kaner; "Maskil" mibien Kora.


Zoken betek ar gozhni, betek ar gozhni wenn, o Doue, na'm dilez ket, ken na'm bo embannet nerzh da vrec'h d'ar rummad-mañ, da c'halloud d'an holl re a vo ganet,


An deiz-se a vo un eñvoradur evidoc'h, c'hwi en lido evel ur gouel d'an AOTROU a rummadoù da rummadoù. En lidot evel ur gourc'hemenn peurbadus.


Pa c'houlenno ouzhit da vab un deiz: Petra eo kement-se? Lavarout a ri dezhañ: Gant e zorn kreñv an AOTROU en deus hon tennet eus an Ejipt, eus an ti sklavelezh;


Kement-se a vo dit evel un arouez war da zorn hag evel un eñvor etre da zaoulagad, evit ma vo lezenn an AOTROU ez kenoù, rak an AOTROU en deus da dennet gant un dorn kreñv eus an Ejipt.


Komz da vibien Israel ha lavar: Mirout a reot va deizioù sabad. Rak un arouez a vo etrezon-me ha c'hwi a rummadoù da rummadoù, ma vo gouezet ez eo me, an AOTROU a santela ac'hanoc'h.


An hini bev, an hini bev, a veulo ac'hanout, evel ma ran hiziv; an tad a roio da anavezout da fealded d'e vibien.


E-lec'h spern e kresko siprez, e-lec'h drez e kresko meurta, ha kement-se a vo evit an AOTROU ur c'hloar, un arouez peurbadus na vo ket dilamet.


Roet em eus dezho ivez va deizioù sabad da vezañ un arouez etrezon-me hag int, evit ma oufent ez on me an AOTROU a santela anezho.


Santelait va deizioù sabad, a vint un arouez etrezon-me ha c'hwi, evit ma ouiot ez on me an AOTROU ho Toue.


Diwar-benn podoù-glaou-bev ar re o deus pec'het a-enep o eneoù, ra vo graet diouto laonennoù ledan evit goleiñ an aoter. Pa'z int bet kinniget dirak an AOTROU, santelaet int, hag e vint un arouez da vibien Israel.


Rak ar bromesa a zo evidoc’h, evit ho pugale hag evit ar re holl a zo pell, e-keit ha ma c’halvo an Aotrou hon Doue anezho.


o c'helenn a ri da'z mibien hag e komzi diouto pa vi ez ti ha pa gerzhi war an hent, pa c'hourvezi ha pa savi,


met evit ma vo un test etre hor rummadoù war hol lerc'h, evit ma c'hellimp servijañ an AOTROU dirazañ, gant hol loskaberzhoù, hon aberzhoù, hon aberzhoù a drugarekadennoù, evit na lavaro ket en amzer da zont ho mibien d'hor mibien: N'hoc'h eus lod ebet en AOTROU .


Hag e komzas da vibien Israel o lavarout: En amzer da zont, pa c'houlenno ho mibien digant o zadoù: Petra eo ar vein-se?


Jozue a lavaras dezho: Tremenit dirak arc'h an AOTROU ho Toue, e-kreiz ar Jordan, ha ra zougo pep hini ac'hanoc'h ur maen war e skoaz, hervez niver meuriadoù mibien Israel,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos