4 Da Izaak em eus roet Jakob hag Ezaü, hag em eus roet da Ezaü Menez Seir evit e berc'hennañ; Jakob hag e vibien a ziskennas d'an Ejipt.
Jakob a gasas kannaded a-raok dezhañ war-zu Ezaü e vreur, da vro Seir, war vaezioù Edom.
Ezaü a chomas war Venez Seir. Ezaü a zo Edom.
Setu lignez Ezaü tad an Edomiz, war Venez Seir.
Neuze Israel a zeuas d'an Ejipt, Jakob a zeuas da chom e bro Cham.
Setu, ar vibien a zo un hêrezh a-berzh an AOTROU, ur gopr eo frouezh ar c'hof.
Jakob a ziskennas en Ejipt hag a varvas eno, eñ hag hon tadoù.
Arabat brezeliñ outo, rak ne roin ket deoc'h eus o bro, zoken evit derc'hel sol ho treid; roet em eus da Ezaü Menez Seir da hêrezh.