Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 22:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Doue, an AOTROU Doue, Doue, an AOTROU Doue a anavez, hag Israel a anavezo, mard eo dre zispac'h ha mard eo evit un torfed a-enep an AOTROU , na zeuio ket eñ d'hor sikour hiziv!

Ver Capítulo Copiar




Jozue 22:22
40 Referencias Cruzadas  

selaou anezho eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, pardon, gra, ha ro da bep hini hervez e holl hentoù, te hag a anavez e galon, rak te da-unan a anavez kalonoù mibien an dud.


Gouzout a rez n'on ket kablus, ha den ne c'hell va lemel eus da zorn.


Anavezout a ra an hent am eus heuliet, ra amprouo ac'hanon, hag e teuin er-maez evel aour.


ra gouezho va skoaz diouzh va c'hil, ra vo torret va brec'h ha pellaet diouzh an ilin,


Meulit Doue an doueoù, rak e drugarez a bad da viken!


Lakaat a raio da reizhder da zont war wel evel ar sklêrijenn, ha da wir evel kreiz an deiz.


Va Doue, kavet em eus plijadur oc'h ober da volontez, ha da lezenn a zo e diabarzh va c'halon.


Mar hor bije ankounac'haet anv hon Doue, hag astennet hon daouarn etrezek un doue estren,


Doue, ha n'en dije ket enklasket, eñ hag a anavez traoù kuzhet ar c'halonoù?


Salm Azaf. Doue, an AOTROU Doue, en deus komzet ha galvet an douar, eus ar sav-heol betek ar c'huzh-heol.


Salm Azaf. Doue en em zalc’h e bodadeg Doue. Barn a ra e-kreiz an doueoù.


rak an AOTROU a zo un Doue bras, ur roue bras dreist an holl zoueoù.


Ra vo mezhek an holl re a servij ar skeudennoù, hag ar re a denn gloar eus an idoloù! C'hwi, holl zoueoù, stouit dirazañ!


Bremañ ec'h anavezan ez eo an AOTROU brasoc'h eget an holl zoueoù, rak pa'z int bet en em savet gant balc'hder, en deus trec'het warno.


Met te, AOTROU, va anavezout ha va gwelout a rez, hag e furchez va c'halon ez keñver. Stlej anezho evel deñved a lazher, hag o c'hempenn evit deiz al lazhadeg.


Me an AOTROU a furch ar galon hag a amprou al lounezhi, evit reiñ da bep hini hervez e hentoù, hervez frouezh e oberoù.


Ar roue a raio ar pezh a fello dezhañ hag a lorc'henno hag en em uhelaio dreist pep doue. Hag e lavaro traoù souezhus a-enep Doue an doueoù, hag e raio berzh betek ma vo ar vrouez kaset da benn, rak ar pezh a zo divizet a c'hoarvezo.


Ar roue a respontas da Zaniel o lavarout: A-dra-sur ho Toue a zo Doue an doueoù hag Aotrou ar rouaned, hag e tiskuilh an traoù kuzhet, rak ec'h eus gellet diskuliañ an dra guzhet-se.


Gouzañv a rin fulor an AOTROU, rak pec'het em eus a-enep dezhañ, betek ma tifenno va c'haoz ha ma raio reizhder din. Va c'has a raio er-maez d'ar sklêrijenn, hag e welin e reizhder.


Hag e welot a-nevez an diforc'h etre an den reizh hag an hini direizh, etre an den a servij Doue hag an hini na servij ket anezhañ.


Lavarout a reas dezhañ an deirvet gwech: Simon mab Jona, hag ec’h eus karantegezh evidon? Pêr a voe glac’haret eus m’en doa lavaret an deirvet gwech: Hag ec’h eus karantegezh evidon? Eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved.


O pediñ e lavarjont: Te Aotrou, hag a anavez kalonoù an holl, diskouez deomp pehini eus an daou-mañ ac’h eus dibabet


Mar em eus graet un dra fall pe un torfed bennak dellezek a varv, ne nac’han ket mervel, met ma n’eus netra gwirion en traoù a damallont din, den ne c’hell va lakaat etre o daouarn. Me a c’halv da Gezar.


Perak? Dre ma n’ho karan ket? Doue a oar.


An Doue ha Tad eus hon Aotrou Jezuz-Krist, benniget ra vo da virviken, a oar ne lavaran ket a c’hevier.


Oc’h anavezout eta an doujañs a dleer d’an Aotrou, e kendrec’homp an dud. Doue a anavez ac’hanomp hag ec’h esperan ec’h anavezit ivez ac’hanomp en ho koustiañsoù.


Rak an AOTROU ho Toue eo Doue an doueoù had Aotrou an aotrounez, an Doue bras, galloudek ha spontus, na ra van ebet eus diavaezioù an dud ha na gemer ket a zonezon,


an hini a zo dezhañ hepken an divarvelezh, a chom en ur sklêrijenn dreistdiraez, ne wel ket den ha ne c’hell ket den gwelout, a zo dezhañ an enor hag ar galloud peurbadus! Amen.


N’eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.


Mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase a respontas, o lavarout da bennoù milieroù Israel:


War e vantell ha war e vorzhed e toug un anv skrivet: ROUE AR ROUANED, HAG AOTROU AN AOTROUNEZ.


Lakaat a rin he bugale da vervel eus ar marv, hag an holl Ilizoù a ouezo penaos ez on an hini a furch al lounezhi hag ar c’halonoù. Reiñ a rin da bep hini ac’hanoc’h hervez e oberoù.


An disentidigezh a zo evel pec'hed an divinerezh, an aheurterezh a zo evel an direizhder hag an idolerezh. Dre ma ec'h eus taolet kuit komz an AOTROU , eñ ivez en deus da daolet kuit evel roue.


Na lavarit ket kement a gomzoù rok. Ra ne zeuio ket komzoù balc'h eus ho kenoù, rak an AOTROU eo un Doue a anavez pep tra, ha gantañ eo pouezet an oberoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos