Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 22:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Dont a rejont da rann-vro ar Jordan, a zo e bro Ganaan; mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase a savas eno un aoter tost d'ar Jordan, un aoter a ziskouez bras.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 22:10
10 Referencias Cruzadas  

An AOTROU en em ziskouezas da Abram hag a lavaras: Me a roio ar vro-mañ da'z lignez! Hag e savas eno un aoter d'an AOTROU a oa en em ziskouezet dezhañ.


Tremen a reas ac'hane etrezek ar menez e sav-heol Betel, hag e fichas e deltennoù etre Betel er c'huzh-heol hag Ai er sav-heol. Sevel a reas eno un aoter d'an AOTROU hag e c'halvas anv an AOTROU.


Jakob a savas beure-mat hag a gemeras ar maen en doa tapet evel plueg, en lakaas en e sav evel ur peul hag e skuilhas eoul war e benn.


En deiz-se e vo un aoter savet d'an AOTROU e-kreiz bro Ejipt, ha war hec'h harzoù ur maen-eñvor savet d'an AOTROU.


Mibien Israel a glevas lavarout: Mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase o deus savet un aoter a-dal da vro Ganaan, e rann-vro ar Jordan, en tu all da vibien Israel.


Mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase a zistroas hag a yeas kuit a-zigant mibien Israel, eus Silo a zo e bro Ganaan, evit mont da vro C'halaad, d'ar vro a berc'hennent, e-lec'h m'o doa bet o dalc'h, hervez gourc'hemenn an AOTROU dre c'henoù Moizez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos