6 Mibien Gershon o doe dre ar sord trizek kêr diwar diegezhioù meuriad Isakar, diwar veuriad Aser, diwar veuriad Neftali ha diwar hanter-veuriad Manase e Basan.
Met da Galeb mab Jefune e voe roet kêr hag he c'hêriadennoù.
Da vibien Gershon, hervez o ziegezhioù, e voe roet trizek kêr, eus meuriad Isakar, eus meuriad Aser, eus meuriad Neftali, eus meuriad Manase e Basan.
Mibien all Kehad o doe dre ar sord dek kêr diwar diegezhioù meuriad Efraim, diwar veuriad Dan ha diwar hanter-veuriad Manase.
Mibien Merari, hervez o ziegezhioù, o doe daouzek kêr diwar veuriad Ruben, diwar veuriad Gad ha diwar veuriad Zabulon.