Neuze ar roue Asa a reas embann dre Juda a-bezh m'o defe gwitibunan da gas ar vein hag ar c'hoad eus Rama, a lakae Baesha da sevel. Ar roue Asa e savas ganto Geba e Benjamin ha Mizpa.
Hag e reas dont eus kêrioù Juda an holl aberzhourien, hag e saotras an uhellec'hioù e-lec'h m'o doa lakaet da vogediñ an aberzhourien, adalek Geba betek Beer-Sheba. Diskar a reas uhellec'hioù an dorojoù, an hini a oa war dreuzoù dor Jozue rener kêr, hag a oa a-gleiz en ur vont dre zor kêr.
hag eus meuriad Benjamin, Geba gant he fabourzioù, Alemed gant he fabourzioù, Anatod gant he fabourzioù. O holl gêrioù a oa trizek kêr, hervez o ziegezhioù.
An holl vro a zeuio da vezañ evel ur blaenenn, eus Geba betek Rimmon e kreisteiz Jeruzalem. Ar gêr a vo uhelaet hag a chomo en he lec'h, eus dor Benjamin betek an nor Gentañ, betek dor ar C'herniel, hag eus tour Hananeel betek gwaskelloù ar Roue.