Jozue 2:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
5 evel ma'z ae an nor da vezañ serret diouzh an noz, an dud-se a zo aet er-maez; n'ouzon ket pelec'h ez int aet, hastit mont war o lerc'h, hag e tapot anezho.
Setu perak, adalek ma voe an heol en em dennet eus dorojoù Jeruzalem a-raok ar sabad, war va gourc'hemenn, e voe serret an dorojoù. Hag e c'hourc'hemennis chom hep o digeriñ betek goude ar sabad. Hag e lakais ur re bennak eus va zud ouzh an dorojoù, ma n'aje den ebet gant sammoù da zeiz ar sabad.
En deizioù-se, en amzer-se, eme an AOTROU, e vo klasket direizhder Israel, met ne vo ket kavet, ha pec'hedoù Juda, ha ne vint ket kavet, dre ma pardonin d'ar re am bo lezet e nemorant.
E-kichen ar froud-se, war e ribloù, ouzh an daou du, e kresko gwez-frouezh a bep seurt, na weñvo ket o delioù ha na baouezo ket o frouezh. Bep miz e roint frouezh nevez, rak e teuio an doureier eus ar santual. O frouezh a vo ur boued hag o delioù a vo louzeier.