Jozue 2:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
23 An daou zen a zistroas, a ziskennas eus ar menez, a dremenas hag a zeuas da gavout Jozue mab Nun, hag e kontjont dezhañ kement a oa c'hoarvezet ganto.
Mont a rejont hag e teujont d'ar menez, hag e chomjont eno tri devezh, betek ma voe distroet ar re a oa aet war o lerc'h. Ar re a oa aet war o lerc'h a glaskas anezho dre holl war an hent, met n'o c'havjont ket.
Pa'z eot, ec'h erruot e-tal ur bobl a zo o chom e surentez, hag ur vro a zo frank. Doue en deus e lakaet etre ho taouarn. Ul lec'h eo na vank netra eus an traoù a zo war an douar.
Hag e lavarjont: Deomp, pignomp a-enep dezho! Rak gwelet hon eus ar vro, ha setu, gwall-vat eo. Ha petra, c'hwi a chom hep lavarout netra! Na vezit ket didalvez da vont evit perc'hennañ ar vro-se!