17 Ar baotred a lavaras: Kuit e vimp eus al le ec'h eus graet deomp touiñ evel-henn:
Ar roue a espernas Mefiboshed mab Jonatan, mab Saül, en abeg d'al le o doa graet etrezo dirak an AOTROU, David ha Jonatan mab Saül.
Ne gemeri ket anv an AOTROU da Zoue en aner, rak an AOTROU ne zalc'ho ket evit didamall an hini en devo kemeret e anv en aner.
Moizez a gomzas da bennoù meuriadoù mibien Israel o lavarout: Setu ar pezh en deus gourc'hemennet an AOTROU:
pa zeuimp er vro, e skoulmi ar gordennig a neud ruz-mouk-mañ ouzh ar prenestr ma ez po hon lakaet da ziskenn drezañ, hag e tastumi ganit ez ti da dad, da vamm, da vreudeur hag holl diegezh da dad.
Ha mar kontez hon afer, e vimp kuit eus al le ec'h eus graet deomp touiñ.