Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 19:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Alammelek, Amead, Misheal, hag e stoke ouzh kuzh-heol ar C'harmel hag ouzh ar Shihor-Libnad,

Ver Capítulo Copiar




Jozue 19:26
15 Referencias Cruzadas  

Bremañ, kas da zastum da'm c'havout Israel a-bezh war Venez Karmel, gant ar pevar c'hant hanter-kant profed eus Baal, hag ar pevar c'hant profed eus Ashera a zebr ouzh taol Jezabel.


Akab a gasas etrezek holl vibien Israel, hag e tastumas ar brofeded war Venez Karmel.


Akab a bignas evit debriñ hag evañ. Met Elia a bignas war-lein Menez Karmel, hag o plegañ d'an douar, e lakaas e zremm etre e zaoulin,


Mont a reas ac'hane da Venez Karmel, a-belec'h e tistroas da Samaria.


eus meuriad Aser, Mashal gant he fabourzioù, Abdon gant he fabourzioù,


Da benn a zo savet evel Menez Karmel. Blev da benn a zo evel limestra, ur roue a zo chadennet gant da rodelloù.


An douar a zo e kañv ha faezh, al Liban a zo mezhek hag izelaet, Saron a zo deuet evel ul lanneg distro, Basan hag ar C'harmel a zo brañsellet.


Bleuniañ a raio e-leizh hag e laouenaio, leuskel a raio kriadennoù a levenez ha kanaouennoù trec'h. Gloar al Liban a vo roet dezhañ, gant splannder ar C'harmel ha Saron. Gwelout a raint gloar an AOTROU ha splannder hon Doue.


Dre da servijerien ec'h eus dismegañset an Aotrou, hag ec'h eus lavaret: Gant niver va c'hirri em eus pignet war-lein ar menezioù, war grec'hioù al Liban. Troc'hañ a rin e wez-sedrez uhelañ hag e wez-siprez kaerañ, mont a rin betek e lein diwezhañ, betek koadeg ar C'harmel.


Bev on, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoù, evel an Tabor etre ar menezioù, hag evel ar C'harmel er mor, dont a raio.


Maon, Karmel, Zif, Juta,


O harz a voe Helkad, Hali, Beten, Akshaf,


hag e troe war-zu ar sav-heol da gavout Bet-Dagon, hag e stoke ouzh Zabulon ha traonienn Jiftakel en hanternoz Bet-Emek ha Neiel, hag ez ae war-zu Kabul a-gleiz,


diwar veuriad Aser, Misheal gant he douaroù, Abdon gant he douaroù,


Samuel a savas mintin mat evit mont da gavout Saül. Hag e voe danevellet da Samuel o lavarout: Deuet eo Saül da Garmel, ha setu, savet en deus eno ur maen-eñvor, ha goude eo distroet, hag o tremen e-biou eo diskennet da Gilgal.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos