Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 15:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 hag e pigne an harz betek Debir e-kichen traonienn Akor, hag ez ae war-zu an hanternoz betek Gilgal, a zo dirak krec'hienn Adummim, e kreisteiz ar froud, ha e tremene an harz e-kichen doureier En-Shemesh, hag e tape da En-Rogel,

Ver Capítulo Copiar




Jozue 15:7
13 Referencias Cruzadas  

Jonatan hag Akimaaz en em zalc'he en En-Rogel, hag ur vatezh a zeuas da lavarout dezho mont da gomz ouzh ar roue David. Rak eno ne c'hellent ket en em ziskouez en ur vont e kêr.


Adonija a lazhas deñved, ejened ha leueoù lart e-kichen maen Zoheled a oa war-zu En-Rogel, hag e pedas e holl vreudeur mibien ar roue, hag holl dud Juda servijerien ar roue.


Saron a vo ur peurvan d'an deñved, traonienn Akor a vo ur repu d'ar saout, evit va fobl en devo klasket ac'hanon.


O mamm he deus gastaouet, an hini he deus o c'hoñsevet a zo en em dizenoret, rak lavaret he deus: Mont a rin war-lerc'h va amourouzien, a ro din va bara ha va dour, va gloan ha va lin, va eoul ha va evaj.


Neuze Jozue hag holl Israel gantañ a zistroas da gamp Gilgal.


Ac'hane e pignas da gavout annezidi Debir. Anv Debir a oa gwechall Kirjad-Sefer.


an harz a bigne da Vet-Hogla, hag e tremene en hanternoz Bet-Araba, hag e pigne an harz betek maen Bohan, mab Ruben,


hag e kromme war-zu an hanternoz betek En-Shemesh, ha betek Gelilod a-dal da venez Adummim, hag e tiskenne da vaen Bohan mab Ruben,


Ar bobl a bignas er-maez eus ar Jordan d'an dekvet deiz eus ar miz kentañ, hag e kampjont e Gilgal, e tu reter Jeriko.


Jozue, hag holl Israel gantañ, a gemeras Akan mab Zerak, an arc'hant, ar vantell, an dolzenn aour, e vibien hag e verc'hed, e ejened, e ezen, e zeñved, e deltenn ha kement a oa dezhañ, hag e rejont dezho pignat da draonienn Akor.


Hag e savjont warnañ ur bern mein bras, a zo chomet betek hiziv. An AOTROU a zistroas eus gwrez e gounnar. Setu perak eo anvet al lec'h-se Traonienn Akor betek hiziv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos