Roue Asiria a gasas Tartan, Rabsariz ha Rabshake, eus Lakish da Jeruzalem, gant un arme vras, a-enep ar roue Ezekiaz. Pignat a rejont hag e teujont da Jeruzalem. P'o deus pignet, e teujont hag en em zalc'hjont e-kichen ar gorzenn dour eus ar stank uhelañ, war hent park ar c'hommer.