David a chomas er gouelec'h, e kreñvlec'hioù, hag en em zalc'has war ar menez e gouelec'h Zif. Saül a glaske anezhañ bemdez, met ne voe ket deroet gant Doue etre e zaouarn.
Ha tud Zif a bignas da gavout Saül e Gibea, hag e lavarjont dezhañ: David, ha n'en em zalc'h ket kuzhet en hon touez, e kreñvlec'hioù, er goadeg, war grec'h Hakila a zo e kreisteiz al lec'h distro?