20 Hennezh e voe hêrezh meuriad mibien Juda, hervez o ziegezhioù.
Ha diwar-benn Juda e lavaras: Selaou, AOTROU, mouezh Juda, degas anezhañ war-zu e bobl. Ra vo galloudus e zaouarn, sikour anezhañ a-enep e enebourien!
Hi a respontas: Ro din ur vennozh. Peogwir ec'h eus roet din un douar er c'hreisteiz, ro din ivez mammennoù dour. Hag e roas dezhi mammennoù an nec'h ha mammennoù an traoñ.
Kêrioù e dibenn meuriad mibien Juda war-zu harz Edom, er c'hreisteiz a oa: Kabzeel, Eder, Jagur,