Va servijer Kaleb a zo bet buhezet gant ur spered all hag en deus heuliet ac'hanon penn-da-benn, me a lakaio anezhañ da vont er vro ma'z eo aet enni, hag e ziskennidi a berc'henno anezhi.
Da belec'h emaomp o pignat? Hor breudeur o deus lakaet hor c'halonoù da deuziñ o lavarout: Ur bobl vrasoc'h hag a vent uheloc'h egedomp eo; ar c'hêrioù a zo bras ha mogeriet betek an neñv; gwelet hon eus eno mibien Anak.
nemet Kaleb mab Jefune. Eñ a welo anezhi, hag e roin dezhañ, dezhañ ha d'e vibien, ar vro en deus baleet enni, dre m'en deus heuliet e leunder an AOTROU.
Ar re mañ eo ar re n’int ket en em saotret gant gwragez rak gwerc’h int. Ar re-mañ eo ar re a heuilh an Oan e lec’h bennak ma’z a. Ar re-mañ eo ar re a zo bet dasprenet a-douez an dud, evel frouezh kentañ evit Doue hag evit an Oan.