Pignat a rejont dre ar c'hreisteiz hag e teujont betek Hebron, e-lec'h ma oa Ahiman, Sheshai ha Talmai, mibien Anak. Hebron a oa bet savet seizh vloaz a-raok Zoan en Ejipt.
Hag he c'hemerjont en deiz-se, hag e skojont warni gant troc'h ar c'hleze. Lakaat a reas da verz en deiz-se an holl dud a oa enni, evel m'en doa graet da Lakish.
Hag he c'hemerjont, hag e skojont warni gant troc'h ar c'hleze, war he roue, war hec'h holl gêriadennoù ha war an holl dud a oa enno, ha ne lezas den da dec'hout kuit, evel m'en doa graet da Eglon. He lakaas da verz gant an holl dud a oa enni.
Ar pemp roue eus an Amoreaned: roue Jeruzalem, roue Hebron, roue Jarmud, roue Lakish, roue Eglon, en em zastumas hag a bignas gant o holl luioù, hag e kampjont a-enep Gabaon, hag e vrezeljont outi.