ra vo roet deomp seizh den eus e vibien, hag o c'hrougimp dirak an AOTROU war grec'hienn Saül, an hini dibabet gant an AOTROU. Ar roue a lavaras: Me o roio.
Hag e roas anezho etre daouarn ar C'habaoniz, hag e voent krouget ganto war ar menez dirak an AOTROU. Ar seizh-se a voe lazhet a-gevret; lakaet e voent d'ar marv en deizioù kentañ an eost, e penn-kentañ eost an heiz.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Kemer holl bennoù ar bobl ha kroug dirak an AOTROU, a-dal d'an heol, evit ma tistroio gwrez kounnar an AOTROU diouzh Israel.
Gant aon na chomfe ar c’horfoù war ar groaz e-pad ar sabad, rak kempennadur ar Pask e oa hag ar sabad-se a oa un deiz bras, ar Yuzevien a c’houlennjont digant Pilat ma vije torret o divhar dezho ha ma vijent tennet ac’hane.
Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c’hoad,
Neuze e krougas ouzh ur c'hoad roue Ai betek an noz. Da guzh-heol, Jozue a c'hourc'hemennas ma vije diskennet e gorf diouzh ar c'hoad, hag e voe taolet ouzh toull-dor kêr; hag e voe savet warnañ ur bern mein bras, a zo chomet betek hiziv.
Zebak ha Zalmuna a lavaras: Sav te da-unan ha sailh warnomp! Rak evel ma'z eo an den, eo e nerzh. Gedeon a savas hag a lazhas Zebak ha Zalmuna. Hag e kemeras ar bragerizoù a oa ouzh gouzougoù o c'hañvaled.
Samuel a lavaras: Evel m'en deus da gleze dirannet gwragez eus o bugale, evel-se da vamm, e-touez ar gwragez, a vo dirannet eus ur mab. Ha Samuel a lakaas Agag a-dammoù dirak an AOTROU e Gilgal.