Gwelout a ris an Aotrou en e sav war an aoter, hag e lavaras: Sko war c'hourin an nor, ha ra greno an treuzoù, bruzun anezho war benn an holl. Me a lazho dre ar c'hleze ar re a vano. Den ebet eus ar re a dec'h ne c'hello tec'hout, den ebet eus ar re a ziflip ne c'hello diflipañ.
C'hwi, na baouezit ket, redit war-lerc'h hoc'h enebourien, krogit enno, n'o lezit ket da vont en o c'hêrioù, rak an AOTROU ho Toue en deus o lakaet etre ho taouarn.