Joaz roue Juda a gemeras an holl draoù santelaet, ar pezh en doa santelaet Jozafad, Joram hag Akazia, e dadoù rouaned Juda, hag an traoù en doa santelaet e-unan, an holl aour en em gave e teñzorioù ti an AOTROU ha ti ar roue, hag e kasas anezho da Hazael roue Siria, en em dennas eus Jeruzalem.
Hag e tennas ac'hane holl deñzorioù ti an AOTROU ha teñzorioù ti ar roue, hag e lakaas a-dammoù an holl draoù aour en doa graet Salomon roue Israel evit templ an AOTROU, evel m'en doa lavaret an AOTROU.
En deiz-se ec'h astenno an AOTROU e zorn c'hoazh, evit un eil gwech, da zasprenañ an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, en Ejipt, e Patroz, e Kush, e Persia, e Shinear, en Hamad, hag en inizi ar mor.
Lemmit ar biroù, kemerit ar skoedoù! An AOTROU en deus dihunet spered rouaned Media, dre ma fell dezhañ distrujañ Babilon, amañ emañ veñjañs an AOTROU, veñjañs e dempl.
Profediñ a ri hag e lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e tigorin ho pezioù, hag e tennin ac'hanoc'h er-maez eus ho pezioù, va fobl, hag e tegasin ac'hanoc'h da zouar Israel.