Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 50:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Kaldea a vo ur preizh, an holl re a breizho anezhi o devo o gwalc'h, eme an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 50:10
12 Referencias Cruzadas  

Da gerdin a zo distardet, ne c'hellont ket ken bezañ dalc'het gant ar wern, nag astenn al lien. Neuze e vo lodennet madoù ur breizhadeg vras, ar re gamm zoken a gemero o lodenn er skrapadeg.


Ho preizh a vo dastumet evel ma en em zastum ar biskoul, lammat a reor warnañ evel ma lamm ar c’hilheien-raden.


Reiñ a rin dit an teñzorioù kuzhet, ar pinvidigezhioù ar muiañ skoachet, evit ma'c'h ouezi ez on-me an AOTROU, an hini a c'halv ac'hanout dre da anv, me Doue Israel.


Hag e c'hoarvezo, pa vo sevenet an dek vloaz ha tri-ugent, ma kastizin roue Babilon hag ar vroad-se, eme an AOTROU, en abeg d'o direizhder. Me a gastizo bro ar Galdeiz, hag e rin anezhi ur gouelec'h peurbadus.


An holl vroadoù a servijo anezhañ, e vab ha mab e vab, ken na zeuio an amzer evit e vro e-unan ivez da vezañ mestroniet gant meur a vroad ha rouaned bras.


Deuit a-enep dezhi a bep tu, digorit he solieroù, mac'hit anezhi evel bernioù, kasit anezhi da get, ra ne vano ken netra!


Ar c'hleze a zo war he c'hezeg, war he c'hirri ha war an dud a bep meskaj a zo en o zouez: ra zeuint da vezañ evel maouezed! Ar c'hleze a zo war he zeñzorioù: ra vint preizhet!


Hag e roin da Vabilon ha da holl dud Kaldea, dirak ho taoulagad, an holl zroug o deus graet e Sion, eme an AOTROU.


Ra gouezho an taerder graet din ha da'm c'hig war Vabilon, a lavaro annezadez Sion; ra gouezho va gwad war dud Kaldea, a lavaro Jeruzalem.


Ar Spered a savas ac'hanon hag a zegasas ac'hanon da Galdea, e-kichen ar re zalc'het, e gweledigezh dre Spered Doue. Hag ar weledigezh am boa gwelet a tec'has kuit a-zirazon.


Dre ma ec'h eus preizhet kalz a vroadoù, nemorant ar pobloù a breizho ivez ac'hanout, en abeg da wad an dud ac'h eus skuilhet, ha d'an taerder ac'h eus graet d'ar vro, d'ar gêr ha da gement a zo enni.


An dek korn ac’h eus gwelet d’al loen a gasaio ar c’hast, he glac’haro, he diwisko, a zebro he c’hig hag he c’haso da netra gant an tan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos