Hag he madoù hag he gounid a vo santelaet d'an AOTROU. Ne vint ket berniet na miret. He madoù a vo evit a re a zo o chom dirak an AOTROU, evit m'o devo o gwalc'h da zebriñ ha ma en em wiskint gant dilhad a-zibab.
Hag e lakain anezho etre daouarn ar re a glask o buhez, etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon hag etre daouarn e servijerien, met goude-se, e vo annezet evel en deizioù gwechall, eme an AOTROU.
Me a zegaso en-dro o re zalc'het, re zalc'het Sodom hag he merc'hed, re zalc'het Samaria hag he merc'hed, hag ivez re zalc'het eus da zalc'hidigezh e-touez o re,