Ha bremañ e komz an AOTROU o lavarout: A-benn tri bloaz, evel bloavezhioù ur goprad, gloar Moab a vo diskaret gant hec'h holl vareadoù, hag an nemorant a vo ken bihan, ken dinerzh.
Rak me a zo ganit, eme an AOTROU, evit da zieubiñ. Peurzistrujañ a rin an holl vroadoù am boa da stlabezet en o zouez, met te, ne zistrujin ket ac'hanout holl, da gastizañ a rin gant muzul, met ne'z talc'hin ket evit didamall.
Moab n'he deus ken da dennañ gloar eus Hesbon, ijinet eo bet droug a-enep dezhi: Deuit, distrujomp hi a-douez ar broadoù! Ha te ivez, Madmen, te a vo distrujet, hag ar c'hleze a yelo war da lerc'h.
Ar roue a raio ar pezh a fello dezhañ hag a lorc'henno hag en em uhelaio dreist pep doue. Hag e lavaro traoù souezhus a-enep Doue an doueoù, hag e raio berzh betek ma vo ar vrouez kaset da benn, rak ar pezh a zo divizet a c'hoarvezo.