Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 46:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 An Ejipt eo, sevel a ra evel an Nil, he doureier a hej evel stêrioù, hag e lavar: Sevel a rin, an douar a c'holoin, hag e tistrujin kêrioù hag ar re a zo o chom enno.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 46:8
7 Referencias Cruzadas  

Komz ha lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit Faraon roue an Ejipt, krokodil bras gourvezet e-kreiz da stêrioù, hag a lavar: Va stêr a zo din, me am eus graet anezhi.


Mab an den, displeg ur c'hlemmgan diwar-benn Faraon roue an Ejipt, hag e lavari dezhañ: Bet out evel ul leon yaouank e-touez ar broadoù, hag evel an euzhvil a zo er morioù. En em deurel a raes ez stêrioù, hag e saotres an doureier gant da dreid, hag e leunie a fank o gwazhioù.


Met e vibien a savo hag a zastumo ur maread bras a soudarded. Unan a yelo a-raok hag en em stlabezo evel ur froud o tremen hag o tont adarre, hag e tougo ar brezel betek e greñvlec’h.


An douar, ha ne greno ket en abeg da-se? E holl annezidi, ha ne vint ket e kañv? An holl vro a zevero evel ur stêr a zic'hlann hag a goazh, evel stêr an Ejipt.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos