Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 46:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 An deiz-mañ a zo d'an AOTROU, da AOTROU an armeoù, un deiz a veñjañs evit en em veñjiñ eus e enebourien. Ar c'hleze a lonko hag en devo e walc'h, hag en em vezvo gant o gwad, rak un aberzh a vo d’an Aotrou AOTROU an armeoù e bro an hanternoz, war ribl stêr Eufratez.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 46:10
25 Referencias Cruzadas  

Roue an Ejipt ned eas ken er-maez eus e vro, rak kemeret en doa roue Babilon kement a oa da roue an Ejipt, adalek froud an Ejipt betek stêr Eufratez.


Perak na laka ket an Holl-C'halloudeg amzerioù a-du? Perak ar re a anavez anezhañ ne welont ket e zeizioù?


Huanadit rak deiz an AOTROU a zo tost. Dont a raio evel ur wasterezh a-berzh an Holl-C'halloudeg.


Rak AOTROU an armeoù en devo e zeiz, a-enep kement a zo lorc'hus ha rok, a-enep kement en em sav, evit e izelaat,


An Asiria a gouezho dre ur c'hleze na vo ket hini un den, hag ar c'hleze na vo ket hini ur mab-den a lonko anezho, tec'hout a raint kuit dirak ar c'hleze, hag o zud yaouank a zeuio da vezañ truajidi.


evit embann ur bloavezh trugarezus a-berzh an AOTROU hag un devezh a veñjañs a-berzh hon Doue, evit frealziñ ar re holl a zo e kañv,


Rak deiz ar veñjañs a zo em c'halon, ha deuet eo bloavezh va dasprenidi.


An distrujerien a zeu war holl grec'hennoù ar gouelec'h, rak kleze an AOTROU a zebr ar vro eus ur penn d'egile. N'eus peoc'h enni evit den.


Disklêriit en Ejipt, embannit e Migdol, e Nof, e Tapanez, lavarit: Sav ha bez prest! Rak ar c'hleze a lonk en-dro dit.


Diwar-benn an Ejipt, diwar-benn arme Faraon Neko, roue an Ejipt, a oa e-kichen stêr Eufratez e Karkemish, hag a voe trec'het gant Nebukadnezar roue Babilon er pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia, roue Juda:


Ra ne dec'ho ket ar skañvañ, ra ne redo ket ar c'hreñvañ! En hanternoz, war ribl stêr Eufratez, e strebotont hag e kouezhont!


Youc'hit a-enep dezhi tro-dro, astenn a ra he dorn, he diazezoù a zo kouezhet, he mogerioù a zo diskaret, veñjañs an AOTROU eo. En em veñjit warni, grit dezhi evel m'he deus graet.


Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da gastizañ roue Babilon hag e vro, evel ma em eus kastizet roue Asiria.


Tec'hit eus kreiz Babilon, ra saveteo pep hini e vuhez, gant aon na varvfec'h en e zrougiezh, rak amzer veñjañs an AOTROU eo, reiñ a raio dezhi hervez ar pezh he deus graet.


Dirak o daoulagad eo un arouez touellus, int hag o deus le al leoù. Hag eñ a zegaso soñj eus o drougiezh pa vint tapet.


Siwazh! Pebezh devezh! Rak devezh an AOTROU a zo tost, dont a ra evel ur freuz a-berzh an Holl-C'halloudeg.


Sonit ar shofar e Sion, grit dezhañ tregerniñ war va menez santel, ra greno holl dud ar vro, rak devezh an AOTROU a zeu, tost emañ,


Ar c'hezeg du ouzh unan eus ar c'hirri a ya etrezek bro an hanternoz, hag ar re wenn a ya war o lerc'h. Ar re varellet a ya war-zu bro ar c'hreisteiz.


Rak ar re-se a vo deizioù a gastiz, evit ma’c’h erruo an holl draoù a zo skrivet.


mezviañ a rin va biroù gant o gwad, va c'hleze a zebro o c'hig, diwar gwad ar re c'hloazet hag ar re zalc'het, diwar penn mestroù an enebour.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos