Rak troet em eus va dremm a-enep ar gêr-mañ, evit ober an droug ha nann ar mad, eme an AOTROU. Lakaet e vo etre daouarn roue Babilon, hag e tevo anezhi dre an tan.
setu perak selaouit komz an AOTROU, c'hwi holl tud Juda a zo o chom e bro Ejipt: Setu em eus touet dre va anv bras, eme an AOTROU, na vo ken galvet va anv dre c'henoù den ebet eus Juda en holl vro Ejipt, den ne lavaro: An Aotrou AOTROU a zo bev!
Hag e troin va dremm a-enep dezho; pa vint deuet er-maez eus an tan, an tan a devo anezho c'hoazh. Hag e ouiot ez on me an AOTROU, pa droin va dremm a-enep dezho.
Piv bennak eus ti Israel pe eus an diavaezidi o chom en o zouez, a zebro ur gwad bennak, me a lakaio va dremm a-enep an hini en devo debret gwad, hag e lamin anezhañ a-douez e bobl,
me a lakaio va dremm a-enep deoc’h, pilet e viot gant hoc’h enebourien, ar re a gasa ac’hanoc’h ho mestronio hag e tec’hot hep den o redek war ho lerc’h.
pa vefent kaset en harlu dirak o enebourien, e c'hourc'hemennin d'ar c'hleze o lazhañ, hag e lakain va daoulagad warno evit ober droug dezho ha nann mad.