Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 43:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Met Baruk mab Nerija eo hag a vount ac'hanout a-enep deomp, evit hon droukreiñ etre daouarn ar Galdeiz, da vezañ lakaet d'ar marv pe harluet da Vabilon.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 43:3
12 Referencias Cruzadas  

Tra ma karan, en em reont va enebourien, ha me ne ran nemet pediñ.


hag e rois ar gevrat-prenañ da Varuk mab Nerija, mab Makseja, dirak Hanameel mab va eontr, dirak an testoù o doa sinet ar gevrat-prenañ, ha dirak an holl Yuzevien a oa azezet e porzh an toull-bac'h.


Baruk a lennas el levr komzoù Jeremiaz e ti an AOTROU, e kambr Gemaria mab Shafan ar skrib, el leurenn uhelañ, ouzh toull dor Nevez ti an AOTROU, ouzh divskouarn an holl bobl.


Ar roue a c'hourc'hemennas da Jerakmeel mab Hammelek, da Seraja mab Ariel ha da Shelemia mab Abdeel da dapout Baruk ar skrib ha Jeremiaz ar profed, met an AOTROU a guzhas anezho.


Jeremiaz a c'halvas eta Baruk mab Nerija. Ha Baruk a skrivas diouzh genoù Jeremiaz war ar roll levr, holl gomzoù an AOTROU en doa lavaret dezhañ.


Ar pennoù a lavaras d'ar roue: Ra vo lakaet an den-se d'ar marv, digalonekaat a ra an dud a vrezel a van er gêr hag an holl bobl, en ur gomz dezho evel-se. Rak an den-se ne glask ket ar mad met gwalleur ar bobl-mañ.


en abeg d'ar Galdeiz. Aon o doa dirazo, peogwir en doa Ismael mab Netania lazhet Gedalia mab Ahikam, lakaet da c'houarnour war ar vro gant roue Babilon.


ar baotred, ar maouezed, ar vugale, merc'hed ar roue, an holl dud en doa lezet Nebuzaradan penn ar warded gant Gedalia mab Ahikam mab Shafan, kenkoulz hag ar profed Jeremiaz ha Baruk mab Nerija,


Gwalleur deoc’h, pa lavaro an holl dud vad ac’hanoc’h! Rak o zadoù o deus graet evel-se e-keñver ar fals-profeded!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos