Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 42:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Hag e lavaras dezho: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel, ma hoc'h eus va c'haset etrezek ennañ evit kinnig ho pedennoù dirazañ:

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 42:9
6 Referencias Cruzadas  

Marteze an AOTROU da Zoue en deus klevet holl gomzoù Rabshake, kaset gant roue Asiria e vestr da zismegañsiñ an Doue bev, ha marteze an AOTROU da Zoue a gastizo ar c'homzoù en deus klevet. Gra sevel eta ur bedenn evit an nemorant a zo manet c'hoazh.


Izaia a lavaras dezho: Evel-henn e komzot d'ho mestr: Evel-henn e komz an AOTROU: Na'z pez ket aon rak ar c'homzoù ec'h eus klevet, hag o deus va dismegañset drezo servijerien roue Asiria.


hag a lavaras d'ar profed Jeremiaz: Degemer mat hon aspedenn, ha ped an AOTROU da Zoue evidomp, evit an nemorant a zo chomet amañ! Rak eus kalz, omp chomet nebeut, evel ma wel da zaoulagad.


Hag e c'halvas Johanan mab Kareak hag holl bennoù ar strolladoù a oa gantañ, hag an holl bobl, adalek ar bihanañ betek ar brasañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos