Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 42:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Mat pe fall, e sentimp ouzh mouezh an AOTROU hon Doue, ma kasomp ac'hanout etrezek ennañ, evit ma'z aio mat an traoù ganeomp pa hor bo sentet ouzh mouezh an AOTROU hon Doue.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 42:6
16 Referencias Cruzadas  

Rak debriñ a ri eus labour da zaouarn, eürus e vi hag e vleugni.


Met e raent van gant o genoù, ha gant o zeod e lavarent gevier dezhañ.


Kemer a reas levr an emglev hag e lennas anezhañ d'ar bobl. Int a selaouas, hag e lavarjont: Ni a raio kement en deus lavaret an AOTROU , hag e sentimp.


Lavarit: Eürus ar re reizh! Dre ma tebrint frouezh o oberoù.


Daoust hag e reni dre ma en em veulez da implijout sedrez? Ha n'en deus ket da dad evet ha debret? Met ober a rae hervez ar varnedigezh hag ar reizhder, hag ez ae mat an traoù gantañ.


Evel-se Johanan mab Kareak, holl bennoù ar strolladoù, hag an holl bobl ne selaoujont ket mouezh an AOTROU, da chom e bro Juda.


Met setu amañ ar pezh am eus gourc'hemennet ha lavaret dezho: Selaouit ouzh va mouezh hag e vin ho Toue hag e viot va fobl, kerzhit war an holl hentoù a c'hourc'hemennan deoc'h, evit ma'z aio mat an traoù ganeoc'h.


Ha roet en deus din neuze ar marv ar pezh a zo mat? N’eo ket! Met ar pec’hed eo, evit m’en em ziskouez evel pec’hed en ur reiñ din ar marv dre un dra vat, hag evit ma teu da vezañ gwall bec’her dre ar gourc’hemenn.


Petra a lavarimp eta? Hag eo pec’hed al lezenn? N’eo ket! Met ne’m eus anavezet ar pec’hed nemet dre al lezenn. Rak ne’m bije ket anavezet an droukc’hoant ma n’en dije ket al lezenn lavaret: Ne zroukc’hoantai ket.


rak karantez ar c’hig a zo enebiezh ouzh Doue, dre na sent ket ouzh lezenn Doue hag evit gwir ne c’hell ket henn ober.


Tosta, te, ha selaou kement a lavaro an AOTROU hon Doue, ha goude e tegasi deomp kement en devo lavaret an AOTROU hon Doue, ha ni a selaouo ha ni a raio diouzh-se.


Ra o devo atav an hevelep kalon evit va doujañ hag evit mirout va gourc'hemennoù, hag e vint eürus, int hag o mibien, da viken.


Kerzhout a reot en holl hent en deus gourc'hemennet an AOTROU ho Toue, evit ma vevot, ma vint eürus ha ma vo hiraet ho teizioù war an douar a berc'hennot.


Ar bobl a lavaras da Jozue: Ni a servijo an AOTROU hon Doue hag a sento ouzh e vouezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos