14 Jeremiaz a lavaras: Gaou! Ned an ket d'ar Galdeiz! Met Jirija ne selaouas ket anezhañ hag a grogas e Jeremiaz d'e gas d'ar pennoù.
Neuze e kasis d'e gavout evit lavarout dezhañ: N'emañ ket ar pezh a lavarez; ijinet eo kement-se ganit da-unan.
Na'm lez ket da gouezhañ e c'hoant va enebourien, rak falstestoù a zo savet a-enep din, ha ne analont nemet taerder.
Falstestoù a sav, goulenn a reont ouzhin traoù n'ouzon netra diwar o benn,
Gwalleur deoc’h, pa lavaro an holl dud vad ac’hanoc’h! Rak o zadoù o deus graet evel-se e-keñver ar fals-profeded!
o kaout ur goustiañs vat, evit ma vo mezhekaet er pezh a lavar a-enep deoc’h ar re a zeu da damall ho kundu vat e Krist, evel pa vijec’h torfedourien.