Hag ez is da di Shemaja mab Delaja, mab Mehetabeel, a oa klozet. Hag e lavaras din: Deomp a-gevret da di Doue, d'an templ, ha prennomp dorojoù an templ, rak e teuont da'z lazhañ; en noz eo e teuint da'z lazhañ.
hag e rois ar gevrat-prenañ da Varuk mab Nerija, mab Makseja, dirak Hanameel mab va eontr, dirak an testoù o doa sinet ar gevrat-prenañ, ha dirak an holl Yuzevien a oa azezet e porzh an toull-bac'h.
Ar pennoù a yeas droug enno ouzh Jeremiaz, hag e skojont warnañ, hag en lakajont en toull-bac'h e ti Jonatan ar skrib, rak graet o doa anezhañ un toull-bac'h.
Tapout a rejont Jeremiaz hag e taoljont anezhañ e puñs Malkija mab Hammelek, en em gave e porzh an toull-bac'h. Hag e tiskennjont Jeremiaz gant kerdin ennañ; ne oa ket a zour er puñs met fank, ha Jeremiaz a sankas er fank.
Ha bremañ, setu e tieuban ac'hanout hiziv eus ar chadennoù a zo war da zaouarn. Mar fell dit mont ganin da Vabilon, deus, hag ec'h eveshain warnout, met ma ne fell ket dit mont ganin da Vabilon, ne ra ket. Sell, an holl vro a zo evidout, kae el lec'h ma kavo dit e vo mat ha dereat mont.
Ha ministred Krist int? Komz a ran gant follentez, bez’ on muioc’h c’hoazh, kalz muioc’h el labourioù, kalz muioc’h er goulioù, muioc’h er prizonioù, alies e riskl ar marv,