Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 36:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

31 Hag e kastizin anezhañ, e lignez hag e servijerien, en abeg d'o direizhder. Hag e lakain da zont warno ha war holl dud Jeruzalem ha war holl dud Juda, an holl zroug am eus lavaret a-enep dezho, ha n'o deus ket selaouet.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 36:31
16 Referencias Cruzadas  

Lakaat a raio da gouezhañ warno o direizhder, o distrujañ a raio dre o fallagriezh o-unan. An AOTROU hon Doue o distrujo.


An den hag a reud e c'houzoug pa vez rebechet, a vo torret buan, ha ne vo ket yac'haet.


Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn, heuliet en deus pep hini kaleter e galon fall. Hag em eus degaset warno holl gomzoù an emglev am eus gourc'hemennet dezho mirout, ha n'o deus ket miret.


Ra vo mezhek ar re a heskin ac'hanon, ha ra ne vin ket mezhek! Ra vint spouronet, ha ra ne vin ket spouronet! Degas deiz ar gwalleur warno, ha sko warno gant ur gouli daougementet.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da zegas war ar gêr-mañ ha war hec'h holl gêriadennoù an holl zroug am eus disklêriet a-enep dezhi, rak reudet o deus o gouzoug, evit chom hep selaou va c'homzoù.


Ha diwar-benn ar profed pe an aberzhour pe den ar bobl a lavaro: Diougan an AOTROU, e kastizin an den-se hag e di.


en abeg da-se, evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da gastizañ Shemaja an Nekelamad hag e lignez; n'en devo den o chom e-touez ar bobl-mañ, ha ne welo ket ar mad a rin da'm fobl, eme an AOTROU, rak en deus prezeget an dispac'h a-enep an AOTROU.


En abeg da-se, evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da zegas war Juda ha war holl dud Jeruzalem an holl zroug am eus disklêriet a-enep dezho, dre ma em eus komzet outo ha n'o deus ket selaouet, ma em eus galvet anezho ha n'o deus ket respontet.


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel m'en doa graet Jojakim.


Bremañ emaon o vont da skuilhañ va fulor warnout ha da deurel va c'hounnar a-enep dit, hag e varnin ac'hanout hervez da hentoù, hag e lakain warnout da holl euzhusterioù.


Va lagad n'esperno ket ac'hanout, hag e vin didruez, hag e lakain warnout da hentoù, da euzhusterioù a vo en da greiz, hag e ouiot ez on me an AOTROU a sko.


Met ma ne selaouit ket ac’hanon ha ma ne rit ket hervez an holl c’hourc’hemennoù-mañ,


Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c’hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he foñsined dindan he divaskell, ha n’eo ket bet fellet deoc’h!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos