Jeremiaz 35:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
16 Ya, mibien Jonadab mab Rekab o deus miret ar gourc'hemenn en doa o zad roet dezho, en doa urzhiet deoc'h, met ar bobl-mañ n'he deus ket va selaouet!
Mab Saül en doa daou benn strolladoù, unan a oa anvet Baana hag egile Rekab, mibien Rimmon eus Beerod, eus a-douez mibien Benjamin, rak Beerod a oa kontet evel o vezañ da Venjamin.
Miret eo bet komzoù Jonadab mab Rekab: gourc'hemennet en deus d'e vibien na evjent ket a win, ha n'o deus ket evet betek hiziv, rak sentet o deus ouzh gourc'hemenn o zad. Met me am eus komzet deoc'h, komzet adalek ar beure ha n'hoc'h eus ket va selaouet.
Ur mab a enor e dad, hag ur servijer a enor e vestr. Mard on tad, pelec'h emañ an enor a zo din? Mard on mestr, pelec'h emañ an aon a zo dirazon? eme AOTROU an armeoù deoc'h-c'hwi, aberzhourien a zispriz va anv, hag a lavar: E petra hon eus disprizet da anv?