Hag e lavarjont: Ne evimp ket a win, rak Jonadab mab Rekab, hon tad, en deus roet deomp un urzh o lavarout: Ne evot ket a win, na c'hwi nag ho mibien, biken,
ne savot ket a di, ne hadot ket a had, ne blantot ket a wini ha n'ho po ket, met e teltennoù e viot o chom holl zeizioù ho puhez, evit ma vevot war an douar ez oc'h diavaezidi warnañ.