25 Evel-henn e komz an AOTROU: Ma ne'm eus ket graet va emglev gant an deiz ha gant an noz, ma ne'm eus ket lakaet reolennoù an neñvoù hag an douar,
Doue a lakaas anezho en astennidigezh an neñvoù evit sklêrijennañ an douar,
Keit ha ma pado an douar, an haderezh hag an eost, ar yenijenn hag an tommder, an hañv hag ar goañv, an deiz hag an noz n'ehanint ket.
Graet en deus al loar evit merkañ an amzerioù, an heol a anavez eur e guzh.
Pep tra a bad hiziv hervez da varnedigezhioù, rak an holl draoù a servij ac'hanout.
Startaet en deus anezho dalc'hmat ha da viken, roet en deus ul lezenn na dremeno ket.
Evel-henn e komz an AOTROU: Ma c'hellit terriñ va emglev gant an deiz ha va emglev gant an noz, en doare ma ne vo ken deizioù na nozioù en o amzer,