Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, pa gasas ar roue Sedesia d'e gavout Pashur mab Malkija ha Sofonia mab Maaseja an aberzhour, evit lavarout:
Ar gomz a voe disklêriet da Jeremiaz evit holl bobl Juda, d'ar pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia roue Juda, a oa bloaz kentañ Nebukadnezar roue Babilon,
Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se, pa oa Nebukadnezar roue Babilon, gant e holl arme, gant holl rouantelezhioù an douar renet dre e zorn, gant an holl bobloù, oc'h ober brezel a-enep Jeruzalem hag a-enep hec'h holl gêrioù: