Bez' e vint o chom ennañ e surentez, hag e savint tiez, hag e plantint gwini. Ya, bez' e vint o chom ennañ e surentez, pa em bo graet va barnedigezhioù a-enep ar re a zo tro-dro dezho hag o dispriz, e ouezint ez on me an AOTROU o Doue.
Hag e lakain da zistreiñ harluidi va fobl Israel, hag e savint ar c'hêrioù gwastet hag e chomint enno, hag e plantint gwini, hag ec'h evint gwin diouto, hag e raint liorzhoù, hag e tebrint frouezh diouto.
Ober a rin eus Samaria ur bern mein er parkeier, ul lec'h da blantañ gwini. Lakaat a rin he mein da ruilhal en draonienn, hag e lakain en noazh he diazezoù.
Piv en deus plantet ur winienn ha n'en deus ket dastumet frouezh kentañ anezhi? Ra yelo kuit ha ma tistroio d'e di, gant aon na varvfe er brezel ha na zeufe unan all da zastum ar frouezh kentañ.
Dimeziñ a ri da ur wreg hag un den all a gousko ganti, sevel a ri un ti ha ne chomi ket ennañ, plantañ a ri ur winienn ha ne zastumi ket frouezh kentañ anezhi,
David a respontas d'an aberzhour o lavarout dezhañ: A-dra-sur, ar merc'hed a zo bet pell diouzhimp abaoe dec'h hag an deiz a-raok, pa'z on aet kuit. Listri va zud a zo glan, ha mard eo kement-se dic'hlan, santelaet e vo hiziv dre al listri.