Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 29:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 kemerit gwragez ha bezit tad da vibien ha merc'hed, kemerit gwragez evit ho mibien ha roit gwazed d'ho merc'hed, evit ma kanint mibien ha merc'hed, kreskit ha na zigreskit ket.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 29:6
16 Referencias Cruzadas  

Chom a reas e gouelec'h Paran hag e vamm a gemeras dezhañ ur wreg eus bro Ejipt.


Setu, Rebeka a zo dirazout, kemer anezhi ha kae, ha ra vo gwreg mab da vestr evel m'en deus lavaret an AOTROU.


Bennigañ a rejont Rebeka hag e lavarjont: O hor c'hoar, bez mamm da viliadoù a zekviliadoù ha ra zalc'ho da lignez dor hec'h enebourien.


Laban a lavaras: Gwelloc'h eo din he reiñ dit, eget he reiñ da unan all. Chom ganin.


Sichem a gomzas da Hamor e dad hag a lavaras: Ro din ar plac'h yaouank-se da wreg.


C'hwi eta, bezit frouezhus ha kreskit, fonnit war an douar ha kreskit warnañ.


kemerit hoc'h-unan plouz e-lec'h ma kavot, rak ne vo lamet netra eus ho labour.


Me a fell din eta ma timezfe ar re yaouank, m’o defe bugale, ma c’houarnfent o ziegezh, ha ma ne rofent d’an enebour lec’h ebet da zroukkomz,


Bez' en doe tregont mab, ha tregont merc'h a zimezas er-maez eus e di. Lakaat a reas da zont a-ziavaez tregont merc'h evit e vibien. Barn a reas Israel seizh vloaz.


O vezañ pignet en-dro, en disklêrias d'e dad ha d'e vamm o lavarout: Gwelet em eus ur plac'h e Timna a-douez merc'hed ar Filistined, bremañ kemerit anezhi evit ma vo va gwreg.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos