Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, pa gasas ar roue Sedesia d'e gavout Pashur mab Malkija ha Sofonia mab Maaseja an aberzhour, evit lavarout:
Setu amañ gerioù al lizher a gasas ar profed Jeremiaz eus Jeruzalem d'an nemorant eus an henaourien a zo bet harluet, d'an aberzhourien, d'ar brofeded ha d'an holl bobl, kaset en harlu gant Nebukadnezar eus Jeruzalem da Vabilon,
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Kaset ec'h eus ez anv lizheroù d'an holl bobl a zo e Jeruzalem, da Sofonia mab Maaseja, an aberzhour, ha d'an holl aberzhourien, o lavarout: