Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 29:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 dre ma o deus graet traoù euzhus en Israel, avoultret o deus gant gwragez o nesañ, lavaret o deus em anv gevier na'm boa ket gourc'hemennet dezho. Me a oar kement-se, ha me eo an test, eme an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 29:23
28 Referencias Cruzadas  

Mar gwallgasez va merc'hed ha mar kemerez gwragez all nemet va merc'hed, setu, n'eus den ganeomp met Doue a vo test etrezon-me ha te!


Mibien Jakob a zistroas eus ar parkeier pa glevjont kement-se. Ar re-mañ a voe gwall c'hlac'haret ha droug enno eus an dra vezhus en doa graet Sichem da Israel o kousket gant merc'h Jakob, ar pezh ne oa ket d'ober.


Hi a respontas dezhañ: Nann va breur, na'm gwall ket! Ne vez ket graet-se en Israel. Na ra ket an euzhusted-se.


Rak hentoù an den a zo dirak daoulagad an AOTROU, hag e pouezata e holl bazioù.


Da avoultriezh ha da c'hourriziadennoù, brasted da c'hastaouerezh war ar c'hrec'hiennoù ha war ar maezioù, da euzhusted, o gwelet em eus. Gwalleur dit, Jeruzalem! Betek pegoulz e vi dic'hlan?


Rak va daoulagad a zo war o holl hentoù; n'int ket kuzhet ouzhin, hag o direizhder n'eo ket goloet a-zirak va daoulagad.


Met e profeded Jeruzalem em eus gwelet traoù euzhus, avoultriñ a reont hag e kerzhont er gaou. Kennerzhañ a reont daouarn ar re fall, evit na zistroio hini ebet eus e zrougiezh. Evidon ez int holl evel Sodom, ha tud kêr evel Gomora.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Na selaouit ket ouzh komzoù ar brofeded a zo o profediñ deoc'h! Ho lakaat a reont da zont da vezañ aner, o tisklêriañ gweledigezh o c'halon ha nann eus genoù an AOTROU.


Ne'm eus ket kaset ar brofeded-se, hag o deus redet; ne'm eus ket komzet outo, hag o deus profedet.


Setu, droug em eus ouzh ar re a zo o profediñ huñvreoù faos, eme an AOTROU, a zisklêr anezho hag a ziank va fobl gant o gevier hag o herded. Ne'm eus ket o c'haset, ne'm eus ket roet a garg dezho, en doare ma ne dalvezont da netra evit va fobl, eme an AOTROU.


evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel, diwar-benn Akab mab Kolaja ha diwar-benn Sedesia mab Maaseja, rak e profedont deoc'h e gaou em anv: Setu ez an d'o lakaat e dorn Nebukadnezar roue Babilon, hag o lakaio d'ar marv dirak ho taoulagad.


Kas da lavarout ar gerioù-se d'an harluidi: Evel-henn e komz an AOTROU a-zivout Shemaja an Nekelamad: Shemaja en deus profedet deoc'h, ha ne'm eus ket e gaset, met ho lakaet en deus da fiziout er gaou,


Bez' ez int evel kezeg war o gwalc'h o redek amañ hag ahont, pep hini o c'hwirinat war-lerc'h gwreg e nesañ.


An ti-mañ ma'z eo galvet va anv warnañ, ha n'eo ket d'ho taoulagad nemet ur c'havarn laeron? Ha setu, me a wel kement-se, eme an AOTROU.


Daeet hoc'h eus ac'hanon gant ho kenoù, ha liesaet hoc'h eus ho komzoù a-enep din, ha klevet em eus.


He frofeded a zo rok ha tud fall, hec'h aberzhourien o deus saotret an traoù santel, gwallerien int e-keñver al lezenn.


Hag e lavarit: Perak? Dre ma'z eo bet an AOTROU test etrezout ha gwreg da yaouankiz, an hini ma'z out bet disleal en he c'heñver, petra bennak ma'z eo da genseurtez ha gwreg da emglev.


Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.


N’eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.


hag a-berzh Jezuz-Krist, an test feal, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv ha Priñs rouaned an douar. D’an hini en deus hor c’haret, en deus hor gwalc’het eus hor pec’hedoù dre e wad


Skriv da ael Iliz Laodikea: Setu ar pezh a lavar an Amen, an test feal ha gwirion, ar penn-kentañ eus krouidigezh Doue:


Henaourien Galaad a lavaras da Jefte: Ra vo test an AOTROU etrezomp, ma ne reomp ket evel ma ec'h eus lavaret.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos