Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 29:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Rak evel-henn e komz an AOTROU: Pa vo sevenet an dek vloaz ha tri-ugent evit Babilon, e weladennin ac'hanoc'h hag e sevenin va c'homz vat en ho keñver, evit ober deoc'h distreiñ d'al lec'h-mañ.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 29:10
22 Referencias Cruzadas  

evit ma vefe sevenet komz an AOTROU lavaret dre c'henoù Jeremiaz, betek ma voe laouenaet an douar en e zeizioù Sabad. Holl amzer e c'hlac'har a voe un diskuizh sabad dezhañ, evit leuniañ an dek vloaz ha tri-ugent.


D'ar bloaz kentañ eus Kiruz roue Persia, evit ma vefe sevenet komz an AOTROU lavaret dre Jeremiaz, an AOTROU a zihunas spered Kiruz roue Persia, a reas embann en e holl rouantelezh, ha zoken dre skrid, un urzh a lavare:


D'ar c'hentañ bloaz eus Kiruz roue Persia, evit ma vefe sevenet komz an AOTROU lavaret dre Jeremiaz, an AOTROU a zihunas spered Kiruz roue Persia, a reas embann en e holl rouantelezh, ha zoken dre skrid, un urzh a lavare:


Evel-henn e komz Kiruz roue Persia: An AOTROU, Doue an neñvoù, en deus roet din holl rouantelezhioù an douar, hag eñ e-unan en deus gourc'hemennet din sevel un ti dezhañ e Jeruzalem a zo e Juda.


Sevel a ri, truez az po ouzh Sion, rak poent eo kaout truez outi, an amzer a zo deuet.


An holl vro-mañ a vo un distruj hag ur rivin, hag ar broadoù-mañ a vo sujet da roue Babilon e-pad dek vloaz ha tri-ugent.


Hag e c'hoarvezo, pa vo sevenet an dek vloaz ha tri-ugent, ma kastizin roue Babilon hag ar vroad-se, eme an AOTROU, en abeg d'o direizhder. Me a gastizo bro ar Galdeiz, hag e rin anezhi ur gouelec'h peurbadus.


Kaset e vint da Vabilon, hag e chomint eno betek an deiz ma weladennin anezho, eme an AOTROU; hag e rin dezho adsevel ha dont en-dro d'al lec'h-mañ.


An holl vroadoù a servijo anezhañ, e vab ha mab e vab, ken na zeuio an amzer evit e vro e-unan ivez da vezañ mestroniet gant meur a vroad ha rouaned bras.


hag en deus kaset da lavarout deomp da Vabilon: hir e vo, savit tiez ha chomit enno, plantit liorzhoù ha debrit o frouezh?


en abeg da-se, evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da gastizañ Shemaja an Nekelamad hag e lignez; n'en devo den o chom e-touez ar bobl-mañ, ha ne welo ket ar mad a rin da'm fobl, eme an AOTROU, rak en deus prezeget an dispac'h a-enep an AOTROU.


Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma tegasin en-dro re zalc'het va fobl Israel ha Juda, eme an AOTROU, hag e rin dezho distreiñ d'ar vro am boa roet d'o zadoù, hag e perc'hennint anezhi.


Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma sevenin an traoù mat am eus disklêriet war di Israel ha war di Juda.


ha setu perak, lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Dastum a rin ac'hanoc'h a-douez ar broadoù, bodañ a rin ac'hanoc'h eus ar broioù e-lec'h ma hoc'h bet stlabezet, hag e roin deoc'h douar Israel.


er c'hentañ vloaz eus e ren, me, Daniel, a gomprenas dre al levrioù penaos niver ar bloavezhioù en doa an AOTROU komzet diwarno dre ar profed Jeremia, evit kas da benn glac’haroù Jeruzalem, a oa dek vloaz ha tri-ugent.


Hag e vo an aodoù-mañ evit nemorant ti Juda, eno e peurint. D'an abardaez e tiskuizhint e tiez Askelon, rak an AOTROU o Doue o gweladenno hag a zegaso en-dro o sklaved.


Neuze ael an AOTROU a gomzas o lavarout: AOTROU an armeoù, betek pegoulz na'z po ket truez ouzh Jeruzalem hag ouzh kêrioù Juda, ma'z out kounnaret en o enep abaoe dek vloaz ha tri-ugent?


Komz ouzh holl bobl ar vro hag ouzh an aberzhourien, ha lavar: Pa hoc'h eus yunet ha gouelet d'ar pempvet ha d'ar seizhvet miz, kement-se abaoe dek vloaz ha tri-ugent, hag-eñ eo evidon hoc'h eus yunet?


Hag e savas gant he merc'hed-kaer evit distreiñ eus maezioù Moab, rak klevet he doa e maezioù Moab penaos en doa an AOTROU gweladennet e bobl en ur reiñ dezho bara.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos