Goude-se Moizez hag Aaron a zeuas hag a lavaras da Faraon: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU , Doue Israel: Lez va fobl da vont kuit, evit ma lido ur gouel din er gouelec'h.
Met an AOTROU eo Doue ar wirionez, an Doue bev hag ar Roue peurbadus. An douar a gren dirak e gounnar, hag ar broadoù ne c'hellont ket gouzañv e zroug.
Lavarout a ri dezho: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Evit ha bezit mezv, dislonkit ha kouezhit hep adsevel, en abeg d'ar c'hleze a gasin en ho touez.
ha kas anezho da roue Edom, da roue Moab, da roue mibien Ammon, da roue Tir, da roue Sidon, dre zaouarn ar gannaded a zo deuet da Jeruzalem etrezek Sedesia roue Juda.
Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Lakaet em eus ur yev houarn war c'houzoug an holl vroadoù-se, evit ma servijint Nebukadnezar roue Babilon, dre ma servijint anezhañ; ha roet em eus dezhañ zoken loened ar parkeier.