Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 27:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Hag e komzis ouzh an aberzhourien hag ouzh an holl bobl, hag e lavaris: Evel-henn e komz an AOTROU: Na selaouit ket ouzh komzoù ho profeded a zo o profediñ deoc'h, o lavarout: Setu, traoù ti an AOTROU a vo prest kaset en-dro eus Babilon. Rak e profedont gevier deoc'h.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 27:16
7 Referencias Cruzadas  

Hag e tennas ac'hane holl deñzorioù ti an AOTROU ha teñzorioù ti ar roue, hag e lakaas a-dammoù an holl draoù aour en doa graet Salomon roue Israel evit templ an AOTROU, evel m'en doa lavaret an AOTROU.


Renerien ar bobl-mañ a ziank anezhi, hag ar re a zo renet drezo en em goll.


Rak e profedont gevier deoc'h, evit ma'z eot pell eus ho pro, evit ma kasin ac'hanoc'h kuit ha ma varvot.


Na selaouit ket ouzh komzoù ar brofeded a gomz ouzhoc'h o lavarout: Ne servijot ket roue Babilon! Rak e profedont gevier deoc'h.


A-benn c'hoazh daou vloaz, hag e kasin en-dro d'al lec'h-mañ an holl draoù eus ti an AOTROU, en devoa Nebukadnezar roue Babilon lamet eus al lec'h-mañ ha kaset da Vabilon.


An AOTROU a lakaas etre e zaouarn Jojakim roue Juda ha darn eus listri ti Doue, a gasas da vro Shinear, da di e zoue. Lakaat a reas al listri-mañ e ti teñzor e zoue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos